An APA (Araez-kelaouiñ kevredigezhel), a zo bet ganet e derou 2002. Krouet eo bet a-benn kelaouiñ an dud, e galleg, a-zivout ar brizonidi bolitikel er bed a-bezh., pezh ne oa ket betek-henn.
Bodet e vez titouroù gant an APA, a vez kavet dasparzhet, hag o tont eus pep lec’h, gant strolladoù pe hiniennoù lieseurt (prizonidi, aozadurioù, kevredigezhioù.). An titouroù-mañ a zo aes da welet gant an holl dre e lec’hienn. Savet e vo ivez gant an APA kelaouennoù-danvez, videoioù, luc’hskeudennoù. A-drugarez d’an APA, e anavezimp ouzhpenn buhez toull-bac’h ar brizonidi bolitikel, ar perak hag ar penaos o stourm.
Al labour titouriñ a c’hell ivez lakaat da wir ha ledanaat ar c’henskoazell etrezomp.
E berr komzoù : un arm eo ar c’helaouiñ.